Bageal dre lien — La voile

Ar bageal dre lien ‘oa kroget d’an Yaou 7 a viz Even evit ar re CM1. Evit ar re CM2 e oa kroget an abadennoù d’ar Meurzh 12 a viz Even. Pa oa ar re CM1 o vageal dre lien e chome ar re CM2 ba’r skol, hag ar c’hontrol ivez.

Ba Breheg e oa ar staj bageal dre lien, ba’r skol vageal (FFV). Tad Joshua, Gishlain Clavé ‘oa an animatour. Ambrouget e oamp gant Mme Cosson, Yves Denmat, hag Anne-Marie Rannou ur wech (CM1). Gant Mme Le Bourdonnec hag Yves Denmat e oamp-ni (CM2).

Evit mont da Vreheg ‘oa 40 munut gant an otokarr. Ret e oa deomp kas dilhad neuial, un piknig, botoù mor, dilhad tomm, ur c’hway hag ur gasketenn ganeomp. Chips ‘oa e’mm degas evit Gishlain pa veze eskemmet traoù asambles. Gishlain ‘noa displeget deomp ‘pad hir amzer penaos bageal. Desket ‘noa deomp ober neudoù-mor, evel un eizh. Gerioù ‘neus desket evel ar « chasse-d’eau » : se zo ur gordenn a ranker sachañ warni evit skarzhañ an dour kuit. An boulienn hud (poulie magique) a servij da vont war-raok. Staget eo ar boulienn-se gant ar bomm (bôme). Div boulienn a zo, staget an eil deus eben. Pa ne vezont ket staget e vouj ar bomm ha dañjerus eo.

Ar boulienn sonerezh (poulie musicale) : pa vez lakaet ur gordenn e-barzh ha pa vez sachet warni e ra trouz, evel houarnaj.

Araok mont war vor, ret e oa kaout ur sae-splujañ, dilhad neuial, ur jiletenn savetaeiñ, ur c’haway. Ret ‘oa kemer ar bomm evit mont war ar secu ha goude-se degouezhout war ar bagoù fun-boad.

An devezh kentañ, un den e anv Philippe ‘noa kemeret e vag evit mont hag ul lien ‘oa da stagañ a-drek e vag. Al lienn ‘oa stoket war e zorn. Eñ ‘oa bet ba’n ospital peogwir ‘oa goeñvet e zorn.

War vor, ni ‘noa graet koursoù, c’hoarioù “Jakez ‘neus lâret”… Philippe, e-pad ar c’hours, ‘noa kemeret ur bistolenn zour. Douret ‘noa ac’hanomp ha neuze e oamp glep penn da benn.

Pourmenet hon noa etre ar reier ha paseet e oamp a-drek. Skipailh Maeven ‘oa stoket deus ur voger. Bet e oamp é sellet deus tud a lamme diwar ar reier ha gwelet ‘noa mougevioù.

Gwelet hon noa ivez tud a rede ba’n dour. Un den e-unan ‘oa ivez, é neuial pell-tre deus an aod.

Pa oamp é c’hoari “Jakez ‘neus lâret”…, Malo ‘noa bountet ac’hanon ba’r mor.

An devezh diwezhañ, ni ‘noa graet ur « relai ». Bag Nolan, Simon ha Antonin ‘oa troet war e veg. Glep-teil ‘oa al lien. Ma skipailh ‘oa da gentañ bepred deus ar beure. Goude merenn, gounezet hon noa adarre. (Léanne) Anapolline, pa oa diskennet deus ar vag evit mont war un pont ‘oa kouezhet ba’r mor. Ne oa den ebet é terc’hel ar vag. Diaes e oa bet dezhi pignat en-dro peogwir e oa un tammig re vihan.

Mat e oa mes an devezh ETVD (L’École Toutes Voiles Dehors) gant an optimistoù ‘oa farsus kenañ peogwir hon noa droad neuial. Evit loc’hañ ar vag e oa ret diskenn, mont a-drek ha bountañ war ar vag ha goude lammat e-barzh. (Kenzo)

Mat e oa peogwir e oa farsus. (Anapolline)

Me ‘moa kavet mat peogwir ‘oa farsus. An devezh diwezhañ, ur vag ‘oa troet war e veg. An eil devezh, me ‘moa koñduet ar vag ha ne oan ket deuet a-benn da barkañ ma bag. (Léanne)

Me ‘moa kavet mat peogwir ‘oa brav an amzer hag an dour ‘oa tomm. Farsus ‘oa ivez. (Nino)

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.