Devezh ar stered — gant ar skolidi

Devezh ar stered – 1/06/18

D’ar Gwener 1añ a viz Even e oa Devezh ar Stered. Un devezh atalieroù ‘oa ha meur a skol a oa bodet asambles. Ba Perros ‘oa paseet an devezh-se, ba stad Yves Le Jannou. Skol Rospez, Lannuon, Perros ha Landreger ‘oa.

Ni ‘oa aet kuit war-zu Perros da 9 eur ha degouezhet ‘oamp da 9 e 30.Ni ‘noa graet meur a dra gant ar re vihan : selaouet ‘noa istorioù, pesketaet ‘noa kanniged gant ul linenn…

Ar re vras ‘oa gant ar re vihan evit sikour anezhe. Skipailhoù ‘oa bet graet. Anvioù ar skipailhoù ‘oa anvioù loened evel al Lapoused peotramant ar Saout, ar Marmoused…

Da greisteiz ugent, debret ‘noa ar piknik. Goude-se, ni noa staliet an eil atalieroù. Bez ‘oa c’hoari ar familhoù, ur stal rugbi, Molki, redek hag ar vell vac’hus.

Da 3 eur 30 ‘oa echu an devezh. Kanet ‘noa Peskig Arc’hant araok mont kuit. Ar skolidi all ‘noa kanet Peskig Arc’hant mes ne oa ket ar memes doare. Truibuilhet e oamp bet gant-se.

Me ‘moa kavet mat Devezh ar stered peogwir tud jentil ‘oa ba’r skipailhoù hag evit ar c’hoarioù. (Yann)

Mat e oa peogwir ‘oa brav an amzer hag un den (ur skoliad) a anavezen ba skol Rospez ; ober a ra violoñs ganin. Ne oa ket ba ma skipailh. (Rosemarie)

Tomm ‘oa ba Perros. Me ‘moa kavet mat ar c’hoarioù : ar rugbi dreistholl. (Tom)

Me ‘moa kavet mat an devezh-se peogwir ‘moa gwelet Lucille hag Alexandre (bugale deus skol Berros). Mat e oa peogwir ‘noa peskaetet gant al linenn. Ur paotrig ‘noa kemeret ur c’hannig gant e zorn ha gleb-teil e oa ma bragoù. (Léanne)

Mat e oa an devezh-se peogwir ‘oa rugbi. Plijout a ra din ar rugbi peogwir e plij din lakaat tud war al leur. Araok em moa graet rugbi gant ar greizenn dudi c’hoazh. (Nino)

Me ‘moa kavet mat an devezh mes pas ar mintinvezh peogwir e oa meur a skoliad a rae n’eus forzh petra. (Kenzo)

Ne oan ket plijet deus ar mintin peogwir ‘oa un den ‘noa taolet ar volotenn warnon. Tost e oa bet din kaout ur voest war ma fenn. (Pavel)

Ba skipailh al laboused ‘oa ul labous oc’h ober forzh petra gant ar bolotennoù.

Mat e oa peogwir ar c’hoarioù Kas-boestoù ‘oa mat. (Titouan)

An devezh ‘oa mat hag ar re vihan ‘oa un tamm inervet, peogwir e oant gant ar re vras marteze ? (Mayeul)

Me ‘moa kavet ar c’hoarioù mat ha fall peogwir e oamp gant ar re vihan. (Anapolline)

Mat e oa ar c’hoarioù : ar vell-vac’hus dreistholl. (Loukas)

Me ‘moa kavet dispar nemet al lenn. Evit ar babigoù ‘oa. (Valentina)

Kavet ‘moa mat an devezh goude merenn dreistholl. E-pad ar mintin n’hon noa ket graet atalier ebet. Glep-teil e oamp. (Maxime)

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.