Un devezh ba’r skolaj Sant Erwan / Journée d’intégration au collège Saint Yves

Un devezh diwar-benn an diorenn padus

(développement durable)

Da 9 eur 30 ‘oa kroget an devezh ispisial, d’ar Meurzh 24 a viz Ebrel 2018. An dud ‘oa en em vodet war porzh ar skolaj. Skolidi deus a lec’h all ‘oa deuet (Perwenan, Langoad, Landreger, Ar Roc’h Derrien, Pleuvian) ha skolajidi deus ar 6vet klas (A, B ha C).

Mesket ‘oa an holl ba skipailhoù : gwer, melen, glas, roz, gwenn, roz-mouk…Me ‘oa ba’r skipailh gwer (Yann) ha me ba’r skipailh ruz (Anapolline).

Graet ‘noa traoù ba’n atailherioù : kazi atav ‘oa diwar-benn an natur hag i’ez diwar-benn al lastez, ar resiklañ, hag all hag all…

Me ‘moa gwelet ur velo ha bet ‘oan warni : bez ‘oa unan a rae energiezh (tredan) pa veze troet ar rod. Ur velo vras ‘oa ha diaes ‘oa pedaliñ ganti. Pa veze ruz ar goulou e tiskouezhe deomp ne oa ket energiezh. Er c’hontrol pa veze orañjez e veze produet tredan.

Me ne oan ket paseet war an tri belo (Yann).

Mes me ‘oa bet ba’n atailher tredan, an hini diwar-benn an tourioù-avel (éoliennes). Kaozeet ‘oa bet i’ez deus ar milinoù.

Bez ‘oa ur mekanik all, graet gant div rod dantek. Pa droe an hini vras, ur goulou ‘oa a elume peogwir e veze energiezh.

Bez ‘oa un atailher, ur c’hwiz gant ur rod diwar-benn ar resiklañ. Tud Valorys a rae war dro an atailher-se. Ret e oa treiñ ar rod hag un nadoz a ziskouezhe un niver. Neuze e oa ur vaouez a c’houlenne un dra bennak. Da skouer, pet bouteilh blastik zo e’mm evit ober ur stammenn ? Pet bouteilh blastik evit ober ur vouteilh all ? Ni ‘noa lâret teir mes ne oa ket ‘met unan.

Ur c’hoari familhoù ‘oa i’ez diwar-benn ar resiklañ gant familhoù lastez, da skouer an traoù mat da vezañ resiklet, al loustoni naturel…

Un atailher all ‘oa diwar-benn al lastez hag o buhez, pegement amzer e padont. Gouezet ‘noa e pade 4 000 bloaz ur varketenn bolistirenn araok bezañ distrujet ! Ur groc’henn vananez a en em zistruj en ur ober ur miz (an hini buanañ ‘oa.)

Un atailher all ‘oa diwar-benn Thomas Pesquet. Ba’n video ‘noa lâret :

« Me ‘meus gwelet an douar a zo bresk kenañ ha tennet ‘meus fotoioù mes ‘moa ket gallet gwelet Beijin peogwir ‘oa re bolluet an aer. »

An atailher lenn ‘oa ba’n CDI ba’r skolaj ha kaozeet ‘oa bet deomp deus « Me a ra ma lod ». Un istor ‘oa ha daou video. Ba’n istor gentañ ‘oa komzet deus ur c’holibri a gemer takennoù dour evit lazhañ an tan. Un den ‘noa lâret dezhañ : « Te a gemer takennoù dour mes n’eo ket evel-se e vo lazhet an tan ganit ! » Un plac’h ‘noa lâret : « Neuze, setu perak eo ret sikour ‘nê ».

Teatr ‘noa graet i’ez, farsus ‘oa. Graet ‘noa konesañ gant ur c’hoari plijus. Goude ‘noa kemeret bazh ur valaenn da vannañ war an dud evit paseal ‘nei. Ret ‘oa kemer ‘nei gant dorn dehoù ha bannañ ‘nei d’ar plac’h ‘noa roet ‘nei deomp. Pa veze bannet warnomp e lâremp hom anv.

Ba un atailher all e raed traoù gant lastez (danvez, lien, stouvoù, rolloù paper privezioù…). Moaien ‘oa deomp ober ‘pezh ‘noa c’hoant. Me ‘moa graet daou dra. Ur vouteilh gant ur roll hag ur stouv. Gant ur voest uioù ‘moa lakaet koñfeti ha bouloù paper evit ar blijadur.

Soubenn ‘oa da verenn : soubenn domatez gant un tamm spisoù. Plant all e-barzh. Riz iskiz ‘oa gant un alumenn uioù. Saladenn frouezh ‘oa i’ez. N’hon ‘noa ket kemeret ‘nei. Fourmaj gwenn ‘oa gant plant e-barzh. Hom deser ‘oa !

Evit echuiñ, ar skolidi all ‘oa aet kuit d’o skol en-dro.

Un devezh mat ‘oa memes ma oa pignet skolidi all war toenn ar privezioù !

Anapolline ha Yann

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.