Beurevezh ba’n uzinenn Valorys

D’al Lun vintin, d’an 2 a viz Here, omp bet ba uzinenn Valorys. Ni zo bet gant un otokarr ha da 9 eur 5 omp degouezhet.

Goude omp bet ba ur sal emvod ha Magalie ‘neus roet deomp un tokarn hag ur jiletenn fluo gant selaouerien ba hom divskouarn.

Ar c’hoñduer otokar ‘oa an hini ‘neus kaset ‘nomp d’ar ski.

Ur wech prest, ni zo aet d’ur sal ha gwelet ‘neus un den azezet war un gador vrec’h. Boutonioù ‘oa war ar gador hag an den a laboure gant dornelloù. Deus an tu all, ba ur sal all, ‘oa un spilhenn vras en houarn ha tapet e veze loustoni deus ar boubelenn zu ganti. Pa veze sachet ur spilhennad gant an gru ‘oa un donennad loustoni ‘barzh, ha lakaet diouzhtu ba’r forn da zeviñ ha d’ober ludu. ‘Neus ket gwelet ar forn, nemet war un tele bihan.

Hanter-kant skoliad e oamp neuze ha graet ‘oa bet peder skouadrenn. Goude, Magalie ‘neus skrivet GTA war un daolenn wenn. Al lizherennoù-se eo anv un tour bihan. Deus an tour-se e nij kuit aezhenn zour da 1500 °C. 150 000 °C eo gor ar forn.

Bet omp ba’r sal ‘lec’h ma tibabe tud al lastez. Alix zo bet en un toull evit labourat evel un ouvrier.

Bez ‘oa pemp mekanik ha traoù (skañv war un tapis, ponner war un tapis all…) a base war an tapisoù, dibabet gant ar mekanikoù. An ouvrierien a ranke diwall e vefe graet mat al labour. A-wechoù e oa traoù dibabet fall, neuze lakaet war un tapis all d’ober un dro ouzhpenn.

Bez ‘oa un mekanik anvet « Mekanik an horrol » ‘lec’h ma oa loened marv a oa taolet ba’n boubelenn. Ar « mekanik tan » ‘oa i’ez : devet e veze al lastez da 1 500 °C. Ur mekanik all ‘oa an douch : gwalc’hiñ a rae an traoù gant aezhenn domm tre. An aezhenn a c’h ae ‘maez dre ar siminal.

« Mekanik ar c’hub » ‘oa i’ez : bez ‘oa paper, kartoñs… traoù da resiklañ. Lakaet e veze an traoù en ur c’hub ha goude war al leur.

Pignet omp bet ba ur sal gant ar skalieroù ha gwelet ‘neus ar c’hartoñsoù é pignat ba kichenn. Drol e oa.

Yann : mat e oa an hanter devezh-se. Kavet mat ‘meus peogwir ‘meus c’hwezhet ba’r skalier c’hwezh ar boubelenn.

Léanne : Dreist e oa an devezh. Pa vin bras e c’h in da labourat (marteze) da Valorys.

Kenzo : Mat e oa an hanter-devezh peogwir ‘meus gwelet penaos ‘vez resiklet an traoù mes n’em eus kavet mat an otokarr peogwir ‘oa hir ar veaj.

Nino : Me ‘meus kavet fall peogwir ne blij ket din al lastez, an poubelennoù…

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.