D’ar Gwener 16 a viz Even omp bet ba’n LPO (Ligue de Protection des Oiseaux). Bet omp é welet ar mor i’ez, ha tennet ‘neus poltriji deus ar vugale.
Goude omp bet ba ur sal. Ur paotr ‘neus displeget traoù diwar-benn al laboused ; klevet ‘neus huchadennoù reuniged, morskouled, hag huchadennoù laboused all.
Goude ar piknik, war vor, sellet ‘neus deus un enezenn gant al laboused warni. Gant ar jumelennoù ‘neus gwelet morskouled. An holl ‘oa war ar vag. An holl ‘neus sellet deus al laboused. Azezet ‘neus ‘maez, ba’r vag. Ur reunig ‘neus gwelet. Gabrielle ha Corentin ‘neus sellet deus ur roc’h. Ar vag ‘oa é voujal hag an hanter deus ar vugale ‘neus kousket ha klañv e oant.
An dud ‘neus sellet deus un enezenn. Ar vag a c’hae buan. Kenzo ‘neus sellet gant jumelennoù deus ur morskoul. Raphaël ‘neus c’hoarzhet, mes n’ouzomp ket perak.
An dud ‘oa kontant. Ba’r vag e welan Tristan, Valentin… gant seier piknik, kasketennoù. E sellet deus un dra bennak emañ Nino gant jumelennoù. Adrien ha Tristan zo é kempenn o jumelennoù.
E sellet deus inizi ar Jentilez emaomp. Kalz morskouled zo war an enezenn, Rouzik he anv. Tri-ugent cm zo etre pep neizh morskoul. Ba ur c’hostez deus an enezenn zo morskouled hepken. Brav ‘oa an amzer war vor.
D’ar Gwener-se ‘noa sellet deus morskouled. Gwelet ‘neus ur bern morskouled ! Sellet ‘neus deus aod ar vein ruz, brav ‘oa !
Gant ar jumelennoù e welemp mat. Houlenn vras ‘oa. Sellet ‘neus deus reuniged, ha gwelet ‘neus un tour-tan.
Ur reunig e mein a welomp war ar foto. Un plac’h hag un paotr ‘neus gwelet é pourmen war ar c’herreg. Glas ‘oa an oabl. Yeot ‘oa ba kichenn ar maen vras. Reier zo pep lec’h ha koumoul ‘oa i’ez. Ur garreg vras zo, stumm un bonomig dezhi.