Classe de neige 2017 Les Ce2 et CM2 dans le Jura

Début Janvier, la neige était bien au rendez-vous pour accueillir les élèves de CE2 et CM2 à leur arrivée à la station des Rousses. Ski alpin, raquettes,balades en chiens de traineaux à la célèbre ferme Adam’s, tout était organisé pour profiter pleinement des activités de montagne.
Mont da skiañ ba’r Jura

Disul vintin omp bet ba’n otokar evit mont d’ar Jura, da Les Rousses. Goude, trizek eurvezh otokar omp degouezhet ba Grand Tétras, ba’n ostaleri. Debret ‘neus koan, lazagna ha soubenn. Ha kousket ‘neus da 9e30.

D’al Lun vintin ‘neus evet ur banne chokolad tomm, debret edaj gant laezh, bara, amann ha mel, koñfitur sivi (un dijuni kempouezh) ha goude omp bet ba’r stasion ski. Bet omp ba’r vagazenn da feurmiñ skioù, botoù ski ha tokarnioù.

Goude merenn omp bet ba’r stasion ni-holl, peder skouadrenn. Ar skouadrennoù 4, 3 ha 2 zo bet ba « Le jardin des enfants ». Desket ‘neus lakaat ar skioù ha goude omp bet é pourmen ba kichenn.

War an tapis magique ‘neus avañset hom-unan da gentañ. Implijet ‘neus an teleski evit mont da 50 metr uhel. Ha goude ‘oa poeladenn ar « bascule » evit deskiñ chom kempouezh. Pignet ‘neus warni hag a-wechoù omp kouezhet.

Da 7e30 ‘neus debet soubenn ar pour. 20 munut ‘neus bet evit komz, c’hoari baby-foot ha ping-pong, gwalc’hiñ hom dent ha lakaat hom pijama, prepariñ an dilhad evit ar Meurzh vintin. Ha goude omp bet é kousket.

D’ar Meurzh ‘oa an eil devezh ski hag skiet ‘neus ‘pad tout an devezh. Da greisteiz ‘oamp distro ‘barzh ti Grand Tétras ha debret ‘neus fritez gant kig drailhet.
Goude omp bet é skiañ ha « chasse-neige » ‘neus desket ober, evit deskiñ frenañ ha treiñ. Desket ‘neus ivez mont gant an teleski. Kemeret ‘neus ar vazh houarn etre an divorzed. Un tamm plastik a laker war ar feskennoù. En e sav e chomer.

Komañset ‘neus bale gant raketennoù. Diaes eo ha nul. Peogwir ne gavomp ket mat bale, diaesoc’h bale ba’n erc’h. Farsus eo ivez peogwir e kouezhe an holl bep 10 segondenn. « Placage » ‘neus graet Morgan. Gant Thaïs ha Valentine ‘neus redet gant ar raketennoù. Gounezet ‘neus Anapolline ha kouezhet eo Valentine. Farsus ‘oa.

Pa ‘neus skiet ar skouadrenn 1, Jean-Marc zo paseet war ur bosse bihan. A-gostez ‘oa ur bosse uheloc’h. Morgan ‘neus lammet mes aet eo d’al leur.

Pa oamp bet gant an telesiège, me (Léanne), Anapolline, Thaïs, Nolwenn, degouezhet ‘oan hag el lec’h diskenn, chomet eo ma ski ba’n erc’h.
Ar paotr bras ‘neus lakaet an telésiège da chom a-sav peogwir ‘oan stanket.
Gourdrouzet ‘oan bet gant ar re all.

Ar ski zo mat-tre peogwir eo farsus. Da skouer : me zo kouezhet ha graet ‘meus evel un heureuchin. Troet ‘meus eveltañ. (Anapolline)

Skiañ zo farsus, un tammig diaes mes e plij din memestra. (Léanne)

Ar veaj-se ‘oa mat-tre peogwir ‘oa kalz a dud ‘noa ket graet ski james. Gant kamaraded e oan, ‘pezh ‘oa plijus ivez. (Gabrielle)

Plijadur ‘meus bet gant an holl gamaraded. (Noan)

Ar veaj ‘oa mat mes paseet eo re vuan. (Morgan)

Mat-tre ‘meus kavet peogwir ‘meus rinklet gant ur garigell ha chas. (Maxence)

Chaque élève est revenu doté d’une distinctions: oursons, floconsDSC_0212mms_20170110_133608DSC_0355 et même étoile pour les plus aguerris!

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée.